Dibaoe un nebeud devezhioù eo bet savet kevredigezh « Mignoned Youenn Drezen » a zo en he fal brudañ oberenn ar skrivagner-veur ha difenn e enor. Ha perak difenn enor paotr Pont-A’ad emit-hu ? Ha dizenoret eo bet oberour « Itron-Varia Garmez » ? Bez’ eo bet.
E bloaz 1999 e oa bet dalc’het prezegennoù diwar ar skrivagner e Pont-A’ad. Met n’eo ket gant prezegennoù e doare ar skol-veur e vez anavezet un den hag ar pezh en deus broudet anezhañ skrivañ ha skrivañ e yezh e bobl ouzhpenn. Dre lenn romantoù, danevelloù, barzhonegoù, pezhioù- c’hoari savet gantañ ne lâran ket. Pal aotrouieñ-meur skol-veur Roazhon ha Brest ne oa ket sankañ ar c’hoant seurt c’hoant e kreizig-don ar vigouterien hag ar vretoned dre vras. Pismiget e oa bet war an den hag e skridoù. Rezenn-hir da heul rezenn-hir da dorrañ deoc’h ho penn… Ha kement-se evit petra ? Evit lakaat soñj e revrioù ar sokialourien e veze e penn an ti-kêr da neuze, evit plantañ soñj en ho revrioù ‘ta divadeziañ ar ru nemeti e koun Youenn.
(Foto : Rafael Urien)
Soñjit ervat ‘ta evel ma veze skrivet e dibenn « Buhez ar Sent » gwechall, soñjit ervat e oa bet Youenn emellet en emsav « Breiz Atao » hag « SBB ». Che ! Kavet ganto an « nadoz brein-se » e bloavezh 2000 ! Ha Youenn da vezañ bet un « nasionalist breton ». Ma ! Ha da vezañ prechet enep mod-bevañ ar Frañsizien, Frañs al lotiri, Frañs an « apero », Frañs « Viens poupoule… ». Frañs politikajoù ar radikaled, ar sokialourien, ar « volchevisted » ar re-mañ deuet da voud jakobined toueet. Ha Youenn da dreiñ a-du gant an Alamaned : Mil gwech Ma ! Ne c’helled ket dizouarañ relegoù ar skrivagner memes tra ! Kement-se n’eo ket prop’ d’o’r ! Mat evit republikaned Spagn e- kerzh ar brezel diabarzh… Ni sokialourien, ni komunourien, ni Glas evel an oabl pa vez Glas an oabl, ni skolaerien ha kelennerien ar skolioù publik, ni arzourien a liv, a skriv, a gan, a ziskan, a adkann, a vramm e-doare peurarzel ar sonerien… Ni tud siviliset eus Pont-A’ad ne yimp ket e bered da zizouarañ « Drezenazi ».
Divadeziet e vo ar blakenn-ru a oa merket e anv warni. Ha mat pell’zo ! Kontant vo Annick Al Lochenn, kontant e vo kelennrien ar skolioù divyezhek « a zesk ar brezhoneg met nement evit ma vo digoret ho spered war ar bed ha e lâromp krenn evit ar c’hantvet gwech n’on ket broadelourien met Frañsizien mat a zouj ouzh ar Republik, an demokratiezh, Gwirioù mab-den …. », kontant e vo an « Amicale Laïque » ne ouie o izili piv e oa Youenn Drezen met pa’ z eo bet lâret dezho ne oa ket aet da beuriñ en tachenn vrav en em gav en tu-kleiz ‘ ta ! Divadeziañ. Ober evel ma vefe bet eus Youenn Drezen biskoazh, morse, james. Skrivagner-meur ? Ha ne oa ket trawalc’h gant Pêr-Jakez Helias ? Hennezh ne yae ket da blañtañ e reuz en ti breinet ar C’hwec’hkogn. Hennezh a veze leun a anaoudegezh en e galon (kalon a skrivañ ha n’eo ket ene evel- just) evit an Ao. Le Bail « depute Finister a reas kement-all evit ar baotred a faote krenn dezho boud deskidi da er skolioù-meur ar C’hallaoued. »
(Foto : Rafael Urien)
Pêr-Jakez, Sant Pêr-Jakez, Sant-Pêr ar Vro-Vigouden alc’hwezh paradoz skrivagnerien ar vro gantañ en e zouarn… Ni a zo taget gant an droug-sant. Krediñ a reomp ec’ h eus bet eus Youenn-Drezen. Krediñ a reomp ivez ec’h eus bet eus Paol Tirili, delwenner Pont-A’ad a c’hwitas ken delwenniñ an Itron-Varia… Krediñ a reont e oa ur wech un paotr eus ar Vro-Vigoudenn a vagas karantez-tomm ouzh ur plac’h eus Wened a ziskouezhas dezhañ kaerded e Vammvro. Ha krediñ a reomp ouzh Veitig Trebern ar mous ar yae gant henchennoù kleuz al louarned. Krediñ a reomp ouzh ar C’hornog entanet er serr- noz pa lak Sent Breizh o c’houloù da splannañ war ar Vro.
Krediñ a reomp e mec’hed Keltia, gwenn- kann o c’hroc’hrennoù, melenn-aour o blev, drant o daoulagad, brav ken eo brav flourañ anezho e skeud porchedoù ilizoù ar Garmez pe Sant-Vouga. Krediñ a reomp. Ar re a gred a zo trec’h atav. Ra vo trec’h hon huñvreoù kaer, ra vint trec’h d’ar bed e vev ennañ ar bilpouserien, laerion ene ma c’henvroidi, muntrerien ma gouenn, toulloù-ludoù a liv hag a skriv gant kaoc’h-spered. Ra adsavo ar Vro-Vigouden evel e tle bezañ e soñj-veur an Aotrou. Dre hanterouriezh Sant Youenn Drezen e pedomp Anezhañ.
Tudi Preder
Pour rejoindre le PNB : [email protected]